Diouzh un tu ez eus buhezioù bet treset war-eeun ha digamm, d'an tourter,
Hañval ouzh ur gourhent e kemerer ken na foeltr, evel ul luc'hedenn;
En ur c'hlask raspaat, atav ha bepred, un nebeud eilennoù d'an eurier
'vel ma rafed ur redadeg a-enep an amzer o tremen.
Dedostait 'ta, ma fell deoc'h, d'ar baradoz timatoc'h
Kentoc'h un distro hir, kemerit 'ta an hentoù-miliner;
E berr bazioù e vioc'h erruet kalz buanoc'h,
Neuze, treuzit, mar plij ganeoc'h, al linenn-diwezh da drec'her.
Diouzh un tu all ez eus buhezioù bet treset 'vel ur wenodenn kamm-digamm,
Hañval ouzh ur milendall kevrinus, kuzh ha dianavet,
'lec'h ma vez dizoloet en-dro, e pleg an hent, ar bugel e oamp,
Simpl-ha-simpl en ur selaou trouz hon treid en delioù sec'h;
Kuit a vezañ diwezhat d'an emgav diwezhañ,
Koulz hiraat an droiad, ha perak ket, dont war hor c'hiz,
Hag adober ar veaj a gas d'hor bugaleaj,
'vit kouezhañ 'tal an Ankoù gant disoursiaj ar yaouankiz.