Tri Bleiz Die - Mil-hent-dall lyrics

Published

0 166 0

Tri Bleiz Die - Mil-hent-dall lyrics

Diouzh un tu ez eus buhezioù bet treset war-eeun ha digamm, d'an tourter, Hañval ouzh ur gourhent e kemerer ken na foeltr, evel ul luc'hedenn; En ur c'hlask raspaat, atav ha bepred, un nebeud eilennoù d'an eurier 'vel ma rafed ur redadeg a-enep an amzer o tremen. Dedostait 'ta, ma fell deoc'h, d'ar baradoz timatoc'h Kentoc'h un distro hir, kemerit 'ta an hentoù-miliner; E berr bazioù e vioc'h erruet kalz buanoc'h, Neuze, treuzit, mar plij ganeoc'h, al linenn-diwezh da drec'her. Diouzh un tu all ez eus buhezioù bet treset 'vel ur wenodenn kamm-digamm, Hañval ouzh ur milendall kevrinus, kuzh ha dianavet, 'lec'h ma vez dizoloet en-dro, e pleg an hent, ar bugel e oamp, Simpl-ha-simpl en ur selaou trouz hon treid en delioù sec'h; Kuit a vezañ diwezhat d'an emgav diwezhañ, Koulz hiraat an droiad, ha perak ket, dont war hor c'hiz, Hag adober ar veaj a gas d'hor bugaleaj, 'vit kouezhañ 'tal an Ankoù gant disoursiaj ar yaouankiz.