Skoulmet-mat eo hirie
Chadenn ar goskored
Kousket noz kousket de
Kalon ar Vretoned
Ma'z eo du an noz
Dindan wask pounner ar gall
Disoñjet-krenn eo ho anv
Ma'z eo du an de
D'argadourien 'r vro dibal
Piv a sammo bir ha kleze
Nevenoe, Nevenoe, Nevenoe
Met en deiz e c'hwezho
Avel menez Arrez
Met un deiz e luc'ho
Tangwall menez Kernev
Ra vo dihunet
Nerzh ha lorc'h an argadour
E skeud pounner
Ar gwenn-ha-du
Ra vo dismantred
Korf ha gwad an enebour
N'eus forzh penaos e vo ludu
Nevenoe, Nevenoe, Nevenoe
Skeud an trec'h war o dremm
Ho pugale 'yay d'ar brezel
Dorn kalet lagad lem
Stagañ raint war zu an avel
Gent tan ar serr-noz
E-deun o daoulagad
War ar c'huzh-heol
Ez aint fenoz
Gant youc'h ar re gozh
War leurenn an argad
Ar re yaouank 'varzo fenoz
Nevenoe, Nevenoe, Nevenoe {x2}