Glenmor - Kan Bale Nevenoe lyrics

Published

0 126 0

Glenmor - Kan Bale Nevenoe lyrics

Skoulmet-mat eo hirie Chadenn ar goskored Kousket noz kousket de Kalon ar Vretoned Ma'z eo du an noz Dindan wask pounner ar gall Disoñjet-krenn eo ho anv Ma'z eo du an de D'argadourien 'r vro dibal Piv a sammo bir ha kleze Nevenoe, Nevenoe, Nevenoe Met en deiz e c'hwezho Avel menez Arrez Met un deiz e luc'ho Tangwall menez Kernev Ra vo dihunet Nerzh ha lorc'h an argadour E skeud pounner Ar gwenn-ha-du Ra vo dismantred Korf ha gwad an enebour N'eus forzh penaos e vo ludu Nevenoe, Nevenoe, Nevenoe Skeud an trec'h war o dremm Ho pugale 'yay d'ar brezel Dorn kalet lagad lem Stagañ raint war zu an avel Gent tan ar serr-noz E-deun o daoulagad War ar c'huzh-heol Ez aint fenoz Gant youc'h ar re gozh War leurenn an argad Ar re yaouank 'varzo fenoz Nevenoe, Nevenoe, Nevenoe {x2}