'M eus ket c'hoant kas Lomig d'ar vrezel adarre
Ha da welet 'lar keno d'e wreg ha bugale
Kerkent e doa kuitet an enez War ton "Keno Hawai"
Da vrezelliñ gant e vagad, e-touezh ar re all!
Hola, aneval , omp ket chatal (2)
Mestr ar bed e grede bezañ, 'giz an holl soudarded,
Dindañ pleg e vanniel glaz, ruz ha gwenn ha saotret
"Sach da zoujañs, hej da revr, ya paourkez Lomiged,
Oc'h ket mestr ar bed atav, met doñv 'vel ul lapined!"
Hola, aneval , omp ket chatal (2)
D'ar roue a oar brezelliñ un tamm pep lec'h dre ar bed,
Ha skouarn vouzar e ra bep taol, pa zav mouezhioù soudarded,
Kement a droug, kement a gwad, fuilhet gant mammoù ha gwazed,
Kement bugale glac'haret, ho puhez drouglazet!