Dom Duff - Kimiad Hawaii lyrics

Published

0 109 0

Dom Duff - Kimiad Hawaii lyrics

'M eus ket c'hoant kas Lomig d'ar vrezel adarre Ha da welet 'lar keno d'e wreg ha bugale Kerkent e doa kuitet an enez War ton "Keno Hawai" Da vrezelliñ gant e vagad, e-touezh ar re all! Hola, aneval , omp ket chatal (2) Mestr ar bed e grede bezañ, 'giz an holl soudarded, Dindañ pleg e vanniel glaz, ruz ha gwenn ha saotret "Sach da zoujañs, hej da revr, ya paourkez Lomiged, Oc'h ket mestr ar bed atav, met doñv 'vel ul lapined!" Hola, aneval , omp ket chatal (2) D'ar roue a oar brezelliñ un tamm pep lec'h dre ar bed, Ha skouarn vouzar e ra bep taol, pa zav mouezhioù soudarded, Kement a droug, kement a gwad, fuilhet gant mammoù ha gwazed, Kement bugale glac'haret, ho puhez drouglazet!