Tri Bleiz Die - Er-maez lyrics

Published

0 162 0

Tri Bleiz Die - Er-maez lyrics

N'eus forzh poent, deiz pe noz, ha n'eus forzh e pe amzer, Koulz dindan ar yenien ha dindan an tommder, Pa ra glav, pa ‘z eus erc'h, kurun, avel, skorn, kazarc'h, E vev er-maez gant netra, netra ‘met ar glac'har; Glac'har e vuhez paour, poan e vuhez kriz meurbet, Eus tarzh-an-deiz da serr-noz o c'houzañv penn-da-benn, Gouzañv ar vourc'hizien a vallozh ouzh e welet Ha digasted an dremenerien, setu e blanedenn Er-maez, er-maez, er-maez, er-maez E-pad ar goañv hag an nevez-amzer, Er-maez, er-maez, er-maez, er-maez E-pad an hañv hag an diskar-amzer. Gwall bell zo n'en deus ken kousket klet en ur gwele Abaoe m'en deus kollet labour ha tud karet; Pet mintin c'hoazh da zihuniñ war ar riblenn-straed, Da glevet: «war-sav! sac'h gwin, arabat chom aze!» Amañ pe e lec'h all, n'en deus neblec'h da vonet, E hent ‘zo un hent-dall, un hent riboul hep dibenn, Reuzeudik eo e stad, e ene ‘zo daonet, Truezus eo e donkad ha kalet e steredenn Er-maez, er-maez, er-maez, er-maez E-pad ar goañv hag an nevez-amzer, Er-maez, er-maez, er-maez, er-maez E-pad an hañv hag an diskar-amzer. Hag e-keit-se er skinwel ‘vez gwelet Ur c'hinniger treiñ ur rod alaouret Ha lavaret d'an neb ‘zo mat d'e glevet Al loar, ar stered …