Tri Bleiz Die - Deiz pe Zeiz lyrics

Published

0 243 0

Tri Bleiz Die - Deiz pe Zeiz lyrics

Deiz pe zeiz ne vo ket mui staget Bro-Naoned, Staget ouzh ur rannvro, ijinet gant un den penn-droch ha berr e spered Neuze prederit mat, marc'hadourien avel ha promesaoù didalvez, Ha grit diouzh ma vo lidet, an deiz-se ‘vel ur gouel, eus Bro-Leon da vBro-Raez Un deiz brav en abardaez ‘ba' straedoù Naoned Tarzhadennoù, mesk, reuz, youc'h ha moged, Tud pignet war an delwennoù, bannieloù war-bouez o brec'h, C'hoarzhadegoù ar merc'hed, kanoù ar baotred, Amourouzien o vale kazel-ha-kazel Skoperien-tan, janglerien ha sonerien E-touezik noz ha serr-noz ‘ba' straedoù Naoned Tarzhadennoù, mesk, reuz, youc'h ha moged, Tud o redek da bep tu, hag ar fliked war o lerc'h, Daeroù, leñvoù ar merc'hed, fulor ar baotred, Amourouzien o klask evel tud dall o muiañ-karet Gouleier-tro, greunadennoù lakrimojen