Tri Bleiz Die - Bro Gozh ma Zadoù lyrics

Published

0 168 0

Tri Bleiz Die - Bro Gozh ma Zadoù lyrics

Tra ma 'vo 'r mor 'Vel mur 'n he zro. Ra vezo digabestr ma Bro! Ni, Breizhiz a galon, karomp hon gwir Vro! Brudet eo an Arvor dre ar bed tro-dro. Dispont 'kreiz ar brezel, hon tadoù ken mat, A skuilhas eviti o gwad. O Breizh, ma Bro, me 'gar ma Bro. O Breizh, ma Bro, me 'gar ma Bro. Tra ma 'vo 'r mor 'vel mur 'n he zro. Ra vezo digabestr ma Bro! Breizh, douar ar Sent kozh, douar ar Varzhed, N'eus Bro all a garan kement 'barzh ar bed. Pep menez, pep traoñienn, d'am c'halon 'zo kaer, Enne 'kousk meur a Vreizhad taer! O Breizh, ma Bro, me 'gar ma Bro. O Breizh, ma Bro, me 'gar ma Bro. Tra ma 'vo 'r mor 'vel mur 'n he zro. Ra vezo digabestr ma Bro! Mar d'eo bet trec'het Breizh er brezelioù bras, He yezh a zo bepred ken beo ha bizkoazh. He c'halon birvidik a lamm c'hoazh 'n he c'hreiz, Dihunet out bremañ, ma Breizh! O Breizh, ma Bro, me 'gar ma Bro. O Breizh, ma Bro, me 'gar ma Bro. Tra ma 'vo 'r mor 'vel mur 'n he zro. Ra vezo digabestr ma Bro!