Tri Bleiz Die - Ar Gorrandonez lyrics

Published

0 209 0

Tri Bleiz Die - Ar Gorrandonez lyrics

Pa oa Miloù o klask dont d'ar gêr en-dro, faezh gant e daolioù-kaer Gant ar boulomigoù glas livet ha gant ar gorriganed, E kavas en ur frankizenn ur gorrandonez gwenn gwisket «Ma Miloù mat Lavar da c'hoant a-vouezh uhel Sevenet ‘vo pa Vin aet e puñs an avel» Ha diaes da c'houl' digant ar gorrandonez e het ar muiañ-ker, Met gant ar c'hoant da welout dont da wir un hunvre ken gortozet, E lavar dezhi: «me ‘garfe ma lost tizhout al leur, setu ma het» «Ma Miloù mat Ken souezhus eo da het Sevenet ‘vo pa Vin aet e puñs an avel» Hag en taol krenn E teuas e zivesker Ken berr ma oa E lost o tizhout al leur ...