Tri Bleiz Die - 14/07 lyrics

Published

0 213 0

Tri Bleiz Die - 14/07 lyrics

N'eus ket tu, nann, ne rin biken ouzh Deiz ar pevarzek a viz Gouhere N'eus ket tu, ne c'hellan ket padout ouzh Trouz ar botoù o vale a-gevret Pa oan yaouank e kaven diaes, Dija, sellout ouzh an tan-arvest Ha morse ne vijen aet da zañsal, Zoken ma vije bet koant-tre ar plac'h ... D'ar pevarzek a viz Gouhere N'eus ket tu, nann, ne rin biken ouzh Deiz ar pevarzek a viz Gouhere N'eus ket tu, ne c'hellan ket padout ouzh Sonerezh-folkloraj an arme Pa oan yaouank e vanen kousket En ur sellout ouzh an dibunadeg Ha morse ne vijen aet da zañsal, Zoken ma vije bet koant-tre ar plac'h ... D'ar pevarzek a viz Gouhere Nann, nann, nann, nann, Ar pemzek, buan!