Tud yaouank a vBreizh-Izel, yaouankizoù Breizh-Uhel Dedostait da glevout un istor bet savet Diwar-benn ur paour-kaezh plac'h, Bekasin ar vatezh Hag he deus kuitet yaouank-flamm 'r vro 'lec'h ma oa ganet Erru er gêr a bPariz, ne ouie ket ar yezh Ha tud a gave de'e e oa sot hag inosantez Ma vije chomet matezh 'pad e buhez a-bezh En dije bet Bekasin 'r spered dinec'h bepred Implijet 'oa bet siwazh pa darzhas ar brezel Da c'hervel ar vBretoned evit mont d'an talbenn. Hag evel-se ar paour-kaezh plac'h a gasas hep gouzout dezhi Paotred eus 'bep korn a vBreizh war-eeun d'ar vered. Yaouankizoù Breizh a-bezh, marse 'peus divinet Kentel ar vojennig-se aes-kenañ da gompren: Torr da bladenn "Bekasin, ma c'heniterv eo " Selaou Tri Bleiz Die kentoc'h, dalc'h ur spered dinec'h!