Tri Bleiz Die - Daoulagad Kloz lyrics

Published

0 207 0

Tri Bleiz Die - Daoulagad Kloz lyrics

Bemdez, red an amzer, ma c'harantez, Ha ma sonjoù teñval ha ma spioù ivez Bemnoz, an amzer a dremen diyoul Hag a spluj ac'hanon un tamm muioc'h 'barzh an toull Bemdez, bemdez, glav 'ra, ma c'harantez, Feiz ma buhez, em fenn hag em c'halon ivez Bemnoz, daeroù tomm a ruilh war ma dremm Daoulagad kloz, 'm eus soñj eus ni hon-daou Pa valeemp, asambles en ailhenn Miz Ebrel, skoaz ouzh skoaz an eil Hag eben, dinec'h ha disoursi, Er straedoù gleborek 'oa o c'hwezhañ 'r velkoni Er gouloù bleiz, ma-unan en amc'houloù Souchet en ur gorn o c'hedal fin an deiz Hunvreal 'ran e treuzen ar mogerioù Didrouz evel un tasmant en deñvalijenn Hunvreal 'ran e lezan nijal ma ene kignet 'vel un tan-noz Diouzh ma bez yen, lec'h ma vrein ma c'horf-eskern Penaos an diaoul, penaos ober 'vit mont er-maez Eus ma c'haoued anez en ur soñjal eus ni hon-daou Pa valeemp, asambles e tommder Miz-Even, skoaz ouzh skoaz an eil Hag eben, dinec'h ha disoursi, Diarc'hen war un draezhenn didud en Euskadi Kablus on da embann, ma c'harantez, Mennozhioù dispac'hus ha disivoud Eus an diavaez, ne viran, ma c'harantez Netra 'met ton ur c'han kozh a stourm a ganes hep gouzout E valeemp, skoaz ouzh skoaz an eil Hag eben, 'vit ar wech diwezhañ Asambles, dinec'h ha disoursi, A-raok ma voe laeret ar frankiz diganin