Ar chas a glevan oc'h harzal! Setu ar soudarded c'hall! Tec'homp kuit 'trezek ar c'hoadoù! Kasomp a-raok hor chatal Daoust hag eñ, paotred Kernev, e c'houzañvimp da viken E c'houzañvimp ar vac'herien a wask al labourerien Gwallet gante hor merc'hed koant; lazhet mamm ha mab ha den Lazhet zoken an dud klañv paour, abalamour d'o daouarn gwenn Tanet gante ti ar beorien; diskaret ar manerioù Devet an ed, devet ar foenn, er parkoù hag er pradoù Laeret zoken traoù an iliz, pilet zoken hon tourioù Distrujet zoken ar c'harnelioù, ha skignet ar relegoù Gwastet traoñioù kaer Breizh-Izel, ken druz ha ken glas gwechall; Ken na glever mui tro-war-dro mouezh den kennebeut chatal C'hoazh ma vez droed skuilhañ, hor gwalc'h, daeroù druz d'hon daoulagad Nemet pa wel skuilhañ daeroù, ar bourc'hiz a skuilh ar gwad Tevet, ma mamm, tevet, ma zad, ne in ket d'ho tilezel; Chom a rin evit ho tifenn, evit difenn Breizh-Izel Reuzeudik-bras eo bout gwanet, bout gwanet n'eo ket mezhus Nemet plegañ d'ar skraberien, evel tud lent ha kablus Mard eo ret monet d'an emgann, emgann a rin 'vit ar vro Mard eo ret mervel, e varvin; kuit ha laouen war un dro