Tri martolod yaouank (tra la la, la la la la) Tri martolod yaouank o voned da veajiñ Tri martolod yaouank (tra la la, la la la la) Tri martolod yaouank o voned da veajiñ O voned da veajiñ ge, o voned da veajiñ (2*) Gant avel bet kaset (tra la la, la la la la) Gant avel bet kaset betek an Douar Nevez Betek an Douar Nevez ge, betek an Douar Nevez E-kichen Meilh ar Vern (tra la la, la la la la) E-kichen Meilh ar Vern o deus mouilhet o eorioù O deus mouilhet o eorioù ge, o deus mouilhet o eorioù Hag e-barzh ar Veilh-se (tra la la, la la la la) Hag e-barzh ar Veilh-se e oa ur servijourez E oa ur servijourez ge, e oa ur servijourez Hag e c'houlenn ganin (tra la la, la la la la) Hag e c'houlenn ganin pelec'h 'n eus graet konesañs Pelec'h 'n eus graet konesañs ge, pelec'h 'n eus graet konesañs E Naoned, er marc'had (tra la la, la la la la) E Naoned, er marc'had hor boa choazet ur walenn Hor boa choazet ur walenn ge, hor boa choazet ur walenn Gwalenn ar promesa (tra la la, la la la la) Gwalenn ar promesa, ha par omp da zimeziñ Ha par omp da zimeziñ ge, ha par omp da zimeziñ - Ni 'zimezo hon-daou (tra la la, la la la la) Ni 'zimezo hon-daou, ha pa n'eus ket avañtaj Ha pa n'eus ket avañtaj ge, ha pa n'eus ket avañtaj - Ma mamm c'hwi zo 'n hoc'h aez (tra la la, la la la la) Ma mamm c'hwi zo 'n hoc'h aez, n'ouzoc'h ket piv zo diaes N'ouzoc'h ket piv zo diaes ge, n'ouzoc'h ket piv zo diaes - N'hon eus na ti na plouz, (tra la la, la la la la) N'hon eus na ti na plouz, na gwele da gousket en noz Na gwele da gousket en noz ge, na gwele da gousket en noz N'hon eus na skuell na loa, (tra la la, la la la la) N'hon eus na skuell na loa, na danvez d'ober bara Na danvez d'ober bara ge, na danvez d'ober bara - Ni 'ray 'vel ar glujar (tra la la, la la la la) Ni 'ray 'vel ar glujar, ni 'gousko war an douar Ni 'gousko war an douar ge, ni 'gousko war an douar