Alan Stivell - Ar Wezenn Awalou lyrics

Published

0 323 0

Alan Stivell - Ar Wezenn Awalou lyrics

Kanomp peb ur ganaouenn broman war un ton trist Koue'et eo ar we'enn awaloù er bla-man n'o ket jistr Un noswezh glaw hag awel e-kreis mis Gwengolo Eo digouezhet ur gwalleur war ar we'enn awaloù Ur gwalleur'so digouezhet, o ya, war mamm ar jistr Gou't a rit 'ta roulerien an dra-se a so trist Kris ha kaled eo klewoud kontañ deus ar gwalleur So digouhezhet an deiz all en tu da draoù al leur Houmaéñ oa ar c'haerrañ gwe'enn e oa bet'barzh ar vro En doa laket alies kals a dud da gano Da gano ha da zansal peb hini gis e vro Me eo paotr Yann ar soner en eus bet graet va lod Bet on bet pell diouzh ar gêr, bale dre av vroioù Netra m'eus kawet gwelloc'h 'wid an donc awaloù