Alan Stivell - Rinnenn XX lyrics

Published

0 321 0

Alan Stivell - Rinnenn XX lyrics

Henozh e barr an neñv em eus gwelet un ael, mirer ar garourion na gavont ket o far, na zeuio den biken da vruzunañ o c'hael, na zeuint ket a-benn da gas kuit an arvar. Henozh em eus gwelet un ael e barr an neñv a lâre din krediñ en Dichadennaouer, rag eok a-walc'h edomp evit hor breviñ kreñv: "Me a zeuio en ho metoù evel ul laer." Henozh, e barr an neñv, un ael am eus gwelet, a c'harme din: "Diwall! ouzh ho parn me a vez; eus ar pred o fuiñ, eus ar youl o kousket, eus an deiz didalvez e tañvai ar vezh!"