Alan Stivell - Da Ewan lyrics

Published

0 187 0

Alan Stivell - Da Ewan lyrics

Sawet em eus ur ganenn da salud Ewan ma mab 'Wid lar'dezhañ laouen omp degemer 'nezhañ war ar blanedenn Douar Deit mat oc'h ba'mesk ar Gelted hag ar pobloù all iwez En o hanw chañs vad deoc'h a-hed ho puhez 'C'harantez'm eus 'wid 'plac'h han eus 'n he vlew skedoù maen-teuz Ha' daoulagad glas a donvor surwalc'h ho tifenno doh ar reuz Met'gallimp ket ho tiwall d'en emganno 'wid un aer c'hlan A wid bewo hem malis an dud a vo 'a bord hoc'h hent splann Nehet e barzh sklaerderioù a liw c'huzh-heol newamser A reio deoc'h o dommder keit ha doute po efer Ganet oc'h dindan 'sell loued ur feunteun gwareezet Lec'h gallec'h torr ho sec'hed 'wid hunvre 'n eürusted 'C'harantez 'm eus 'wid 'plac'h han eus 'n he vlew skedoù maen-teuz Ha daoulagad glas a donvor surwalc'h ho tifenno doh ar reuz Met hem trubuilh 'laran ket 'wiec'h 'wid kaojal ho hyezh Ka 'ma ket sur 'vewec'h ba'vro a frankiz en diwezh Sawet em eus ur ganenn da salud Ewan ma mab 'Wid lar'dezhañ laouen omp degemer nezhañ war ar blanedenn Douar Deit mad oc'h ba'mesk ar Gelted hag ar pobloù all iwez En ho hanw chañs vad deoc'h a-hed ho puhez 'C'harantez 'm eus 'wid 'plac'h han eus 'n he vlew skedoù maen-teuz Ha daoulagad glas a donvor surwalc'h ho tifenno doh ar reuz A' ma gouezve hor bed-ni en distuj 'benn ar fin Hon tri en em gawimp, me'gred, war ur blanedenn-vih'n