Kement a reuz diwar-benn un teuz A dremen bemdez d'abardaez, Ma c'hellfe taol an aon d'an anken, Kentoc'h skornañ ma eskern. Ma vefen laouennan e beg ar roz, Dir, dir, dir, pa na dor! Ur c'houm a red hep e vranell Eeun war an aod, 'blamm d'an avel Ha ma lakfe ma zreid da-heul ar vevenn 'c'hellfen diskuizh, bale b'ar vouilhen Beajiñ hir, beajiñ mat, Gant dianken 'pad ur pennad Diank ar re ruz, kantren ar re c'hlaz, Harzal 'vel bagad kicher ha chas, Deus ta! kan kein sonn "digouezhet Yann en-dro " Sko! Sko! Kan ha lamm keit-se!