Dom Duff - Son Faro lyrics

Published

0 172 0

Dom Duff - Son Faro lyrics

An dour a red 'lec'h ma kav plas, An heol a bar war gorfoù noazh, An tan a lip keuneud en oaled, Ma kanan daoust hag e vin klevet? Ker buan ha ken dillo, A-bouez penn ni a gano Laro pep hini pezh a garo Non de distag, ur son faro. Strakomp gerioù, n'eo ket diaez Gerioù Breizh kavet aliez Gant ur Z pe e vreur H Pe gant CH ha C skrab H. Kanet 'm eus gant nerzh a-viskoazh Dindan al loar, gerioù e-noazh Kanomp anezho, tro kein ur c'hleuz, War un ton fromus pe ur bern reuz. Kemer ur c'herienn, an hini a gari Peg ur penn pe ul lostig outi 'Vel un anduilhenn toul ar siminal Us ar c'hef dero e kano raktal. Kanan a rin ur yezh a garan, Tra ma ch*mo un tamm alan, Alan enon da ganan dillo Ha nerzh da embann sonioù farv!