En ur vro baour deus Breizh Izel ez eus c'hoarvezed ur barh avel, ur barh avel hag en eus siwazh, lakeet ar glac'har en enez Vaz D'ar seiz a viz eost diwezhañ Ar C'henavo o edo o kargañ O kargañ bezhin eni e-leizh, evit bezañ ka**et da "Borzh an Treizh" Pa oa ar bezhin er vagad karget, Ul lien brazh warni oa savet, Treiñ a reas kein da Enez Vaz 'Vit ar veaj diwezhañ siwazh. Edon dija e-kreizh ar mor braz Pa zavas an avel hag ar glav vraz Teilhet oa dija an tud keizh, Pa oam erruet e "Porzh an Treizh". ar vartoloded ar C'henavo, Pa oa diskarget o vag ganto, Tud an Treizh roas dezo da zebriñ, ha dilhad sec'h da bep hini. Bremañ ar mor a oa dirollet, Evel mañ o peus biken gwellet, "ne zistroioc'h ket d'ar ger, tud keizh, Chomit amañ hag o po ur lojeiz. "Sellit ta penaos emañ an amzer, ne 'n emgavor ket biken er gêr, 'n eus forzh, eme mestr ar C'henavo, da enez vaz ni a zistroio. Bremañ tudoù, c'hwi oar koulz a me, Petra a c'hwarvezas goude-se, E kreiz ar mor hag an avel foll, Ar C'henavo zo aet da goll. Tri Martolod hag ur beajour, o fevar int aet e foñs an dour, d'o eneoù, d'o mignoned siwazh, o va zudoù, nag a bonner ar groaz. Bremañ tudoù, c'hwi deoc'h holl me lavar, Kemeromp perzh en ho glac'har, Ha gant omp galon sikouromp anezho, Hag ur bed all, an Doueoù a baio.