Carlos Núñez - An Hini a Garan lyrics

Published

0 307 0

Carlos Núñez - An Hini a Garan lyrics

An Hini A Garan, Gwechall, bihan er gêr, Pa oamp tostig an eil, An eil ouzh egile, Va c'halon ne gare, Ne gare nemet unan, Pa oan bihan en gêr, An Hini A Garan! An Hini A Garan, Gwezharall ma c'hare, Kanañ a rae pa ganen, Pa ouelen e ouele, Hon div galon ne raent, Ne raent nemed unan, Pa oan bihan er gêr An Hini A Garan An Hini A Garan, Bremañ, he deus ma laosket Aet eo d'ar broioù pell, D'ur vro n'anavezan ket Aet eo d'ar broioù pell, Da c'hounit he bara Kollet, kollet eo din An Hini A Garan D'An Hini A Garan, Ne ran nemet huanadiñ Huanadiñ noz ha deiz, Deiz ha noz hirvoudiñ Rak-se em eus savet ha rak-se e kanan Kanennig ma c'halon d'An Hini A Garan.