Taol pled! mekanik diaoulek, prest omp d'az peurlazhañ
Taol pled! mekanik satanazet, gouest omp d'az kwall-lazhañ
Ni hon eus ganet hor mibien er boan hag en anken
Ni hon eus ganet hor merc'hed e doan ar c'hemmeskailhez
Oc'h an*lañ da boultrenn
Ken diaes m'eo bet bevañ.
Taol pled! mekanik diaoulek, prest omp d'az tistrujañ
Taol pled! mekanik satanazet, gouest omp d'az kas da netra
Gwelet hon eus koshaat hon tadoù dalc'het war o gwele
Gwelet hon eus mervel hor mammoù eus an deiz d'egile
E disheol ar greizenn
Pep hini 'guzh e gleñved en didrouz
Met piv n'eo ket bet da**kignet en hon touez?
Paotr an interamant a zo aet d'an douar
E bered vihan ar vourc'h diouzh ar beure-mañ
Den nemet ar beleg, e brezegenn hag e groaz
Evit e gas d'an anaon da zeiz Kala-Goañv;
Dindan ar glav pilpolos bountet gant ar gwalarn
Eo aet d'an douar paotr an interamant.
Taol pled! mekanik diaoulek, prest omp d'az pulluc'hañ
Taol pled! mekanik satanazet, gouest omp d'az puzuilhañ
Pehini ac'hanomp 'vo an nesañ da glevout 'kreiz an noz
Wig a wag hirisus karr an Ankoù o terriñ an didrouz
Ha ne glevoc'h ket, tudoù
An dever oc'h hor c'hervel 'vit sikour
Hor bed 'tal an dañjer nukleel o c'hourdrouz?
Paotr an interamant a zo aet d'an douar
E bered vihan ar vourc'h diouzh ar beure-mañ
Den nemet ar beleg, e brezegenn hag e groaz
Evit e gas d'an anaon da zeiz Kala-Goañv;
Dindan ar glav pilpolos bountet gant ar gwalarn
Eo aet d'an douar paotr an interamant.