Didostit holl Vretoned, da glevet ur gentel War buhez al labourer eo bet great, n' eus ket pell Disheñvel meurbet eo stad ar paour-kaezh labourer Disheñvel diouzh stad an dud, pere ' zo ' chom e kêr Al labourer ' renk paeañ, paeañ e pep amzer Paeañ tailhoù d'ar roue, bep bloaz teir pe beder Ha pa renk paeañ e vestr, ma n'eo ket prest an arc'hant Foar ' vez graet gant e zanvez, amañ an nec'hamant Al labourer, goude-se, a vezo tamallet
Gant an dud eus al lezenn e vezo pizh skarzhet Eus e nebeud a vadoù e vezo dibourc'het Had e zanvez o vont kuit, n'eus netra da lavaret En divezh, al labourer, baleet lec'h ma karo E vezo drouk-prezeget, kalz tud hen disprizo Ha koulskoude, ma teufe da soñjal an dud-mañ Diwar brec'h al labourer 'ma 'r bed-holl o vevañ Hor stal ' zo poanius meurbet, paouez na deiz na noz Ken na cheñcho penn d'ar vazh, ni na 'mo ket repoz.