Yann ar Penseer 'vez graet ac'hanon
Grwac'henet kaer gant hollen glaz
C'hwezhañ a ran, blaz c'hwek Mor Breizh
Er c'hornaoug noz ha deiz.
Setu ar vuhez, lamm ta yaaoo!
Dañsomp bemdez, ac'hanta, alato!
'Vez ket kavet amañ kaoc'h ki,
Kavet e vez pouloudoù pri,
Pouloudoù pri an Amoco
O ruilhañ amañ 'baoe pell'zo.
taolet 'm oa dreist mogerioù
Va huñvre 'pad bloavezhiadoù
Bevet em eus e c'herioù bras,
Ruzet va boutoù war hentoù bras!
C'hoant ganin distreiñ dre amañ,
'Vit pourmen hep trouz na tourmant,
Eus va huñvre e teu soñj din,
trouz ar mor bras diouzh ar mintin.
Sell! an inizi o neuial,
'Touesk al lañv du e Porsall
Deuz 'ta plac'hig da zañsal,
Emberr 'krogo kudennoù all.
Echu bremañ gant ar c'hantved,
Treut e(o) ar pezh zo gounezet
Ha peoc'h ha koroll dre ar bed,
Dansomp noz deiz gant ar C'horred!