Muzik Zeppelin strink ha stirlink, Komzoù Abernot stok ha storlok, O Jesus evelato, lavar Chan ar C'hanig, Ur c'han hag e ziskan, etre Grall hag ar Milig Ar paotr amañ dirazoc'h, a grog da kontañ deoc'h, Mennozhioù en e spered, deuet en un taol, souden, Soñjoù ken brav, ken krenn deus amzer e oad krenn Fardet 'vel ur mell rata, hep tamm silzig, hep bane soubenn Ha deoc'h tud eus ar c'hoadoù, ha deoc'h tud eus ar c'hêrioù, Donemat amañ e-pad ar pennad ma vin o kanañ Gant ma vo amzer da fringal, farsal pe da ouela! 'vel ur marc'h o karnata, atav, atav bev, 'vel ur marc'h o karnata, atav, atav, bev 'vel ur marc'h o karnata, atav, atav, bev
'vel ar rimadell amañ, desket ugent vloaz bremañ: "Fañch pemp logodenn en e vañch, dek en e veg, roet hini ebet d'e wreg Paol rampet war an daol a zebr kig ha kaol, an daol 'zo toull, Paol pilet barzh an toull, An daol a winte, Paol a strinke Charlez ar c'hlapez o goapa e greiz Kemper, dirak kouerien souezhet, un tammig mantret Marc'harid, ar plac'hig peget ouzh he mammig, ne c'hell ket dont a-benn da bakañ lost an Erminig..." a deoc'h tud eus ar c'hoadoù, ha deoc'h tud eus ar c'herioù, Donemat amañ e-pad ur pennad e vin o kanañ Gant ma vo amzer da farsal , dañsal pe da ouelan...