A-ribl an aod pe glann al lenn,
Pe 'leizh e zaouarn, pe en e benn,
E-tal an tan, tro-dro ar bed,
Dindan an heol, mousc'hoarzh ar bugel!
E lez ar froud, war-lerc'h al lañs,
Gwan a-wechoù, 'vel blaz ar glav,
Gwar aliez pa sav an avel
vel geiz ur ger a gan ar bugel
'vit toare eo ar pezh a gan gerioù berr (2x)
Hep gred na gaou, 'vel sioulder al lann,
'Giz liv ar mor, war c'horejoù bPagan,
Gant touelloù pouezus, sonn 'vel ur bagad
'Mañ war an hentoù gant gred e gad!
Birvilh 'ba n e soñj, imor 'ba n e spered
Ha iao! da c'hoari, raok mont da gousket,
Tan diouzh e zremm, war 'n hent ar pesked,
Hag avel e spi barzh gwrizioù bepred!
Birvilh en e soñj, imored e spered
Ha yao da c'hoari, 'raok mont da gousket,
Lusk gant e zremm, un tammig faro
Sevenin e spi e vroudo atav!