A-wechoù war lec'h barr-glav, teu kanevedenn war e-lec'h,
Aliez ar barzh a ganne, evit reiñ sikour d'an ene
Yo larigo, friko vo, gant ma ch*mo doujañs ganto,
O ya, sur, me vezo!
Na pa vo klasket bagad laou, penn an istor, a-dreñv, a-raok,
E vin ken lemm a Paco, Pantxoa, Andy pe Cliodhna,
C'hwi tud a c'hoar ar pezh eo mat, vit omp puhez pe 'vit ar c'haz,
Ne zeus nemet doujañs a vankfe, en oc'h peg braz evel-se
Marc'hadourien rankint sioulaat, barner ar gaou ober traoù mat,
Ne vo ket lazhet en omp fenn, ar santimant Breizh Izel!
Ma gavoc'h gwelloc'h ar goudor, aze, dindan askell 'r c'hillok
Liv an douar ha liv ar mor a blij d'in un tamm mat gwelloc'h!
Ar pezh e rankan lavar deoc'h, e gomzan deoc'h dre gerioù kuzh,
Dreistnatur, b'n delioù e c'hoat, dour ar ster, traoù burzuduz