Deuit amañ e park Finn, dirak kaoc'hadennoù an diaoul, traoù da werzhan forzh pegement, taolit ur sellad lemm, Kerzhit a-dreuz al liorzh, ar ganol hag ar c'hwarem, Sellit war-zu ar gwalarn, pegen brav 'd'an dremm! Araok e park Finn, kustum hadan lin, Araok e park Finn, biskoazh furlukin, Bremañ e park Finn, 'baoe bloavezhioù, E Pad an hañv 'm aint aze, en o c'herc'hen, bravigoù lous! Istor eus ar c'horn-bro, unan eus an diaesañ eo Amañ nemet ar sioulder, 'm aint kuit 'baoe pell zo, Traoù 'zo bet gwasket, laeret, ha diaes da c'houzout
Ne vo biken kontet deoc'h , n'eus netra da gaout! Ar pesketaer war e c'henou, ar c'houer diberc'hennet Hag ar paourkaezh mevel, breined e sterent 'vit da lardan begoù bras, chomet omp treut e Breizh Bremañ ne ra forzh ganto, ar vro zo kraz, ya feiz! Pegen glaz an draonienn, bravoc'h 'get un iliz Stanket 'm aint bremañ, gwerzhet 'vit arc'hant bPariz Klevet ho peus an istor, ne gavoc'h ket barzh ul levr Mar douen, tamm bet ar skeudenn, ho peus gweleet e "Ti ar Mor".