Gant e daol-mouezh lijer en e c'henou E votoù ler 'vit an hentoù, An den a red dindan al loar, Kazel kazel gant e skeud w 'n douar. Abaoe 'm eus kuitaet ma bro karet, Ba 'n tu all da lec'h anv Budapest, Kollet on bet war an hentoù, Etre kêr Drakula ha menezioù. Sikourit ac'hanon, mar plij, paotred, Da kaout un doenn 'vit ma c'hroc'hen! Souchet 'm eus ma fenn dirak bleizi, Roet d'in ur fuzuilh da lazhañ-i
Bremañ 'm aint atav aze Ha mistri an douar int adarre. Sikourit ac'hanon, c'hwi tud an noz, Da glask un doenn 'vit ma repoz! Ma c'hontre kaezh zo ken kras 'vel tali peñseet war an traezh Taolet gant lanv war an aot pras O ma zudoù kaezh, pelec'h emaoc'h c'hoas? enoeet on atav war an hentoù Hep bezañ seder gant ma zudoù 'Maon o redek, war-lerc'h n'ouzon ket petra Hag eus c'hwezh Kerlosket 'm bez soñj atav!