War an aod e Plougerne Gouverzhet 'vel ul leue Kouioukezekañ a-bouez penn Rouzañ ar c'hig war an Theven Ur yarig rouz takenn hanter e-noazh Hag he gillog terud-gagn skoazh ouzh skoazh Savet ar morenn 'strinkañ dour War ar c'hroc'hennoù ruz ha flour Gast amañ 'z eus, kig! Gast amañ 'z eus, fars! Gast amañ 'z eus, kig ha fars! Kredabl braz eajñ 'vo diaes Pa flouro latar en e gwazhañ Deuet ar poent dezo kuitaat Ha dao etrezek al lann hag ar c'hoad
'Tre Kerlouan ha traezh Goulc'han Koaniañ dezo deuet ar c'hoant "Deomp betek Plouzeniel Ti Mari Stourm 'vo kavet gwastell! E-kreiz int o klask Un guchenn bara pe ur c'hig ha fars Mari Stourm war e leve Petramant o eva ur banne kafe Yao ar skipailh war-zu Landerne 'Maomp ar zul, ar stalioù serret Hiziv, diaes 'vo da gaout ur friko Hag an daouiou e ti Mac Do Aze 'vo kavet boued fonnus Evideon me 'z in 'ti Mac Duff