Plij a ra din ar beure Daeroù gliz ar beure. Skrijal war geotenn, A-ribl al lenn. Blaz an douar, C'hwezh ar c'heuneud Liv an touar, pouezh va skeud, Trouz ar vuhez a teu ingal, Trouz ar bed war noz teñval. Kertrouz, bed an trouz, Deuit ganin kaezhig Betek gouezlec'h touareg, Huanad ebet. kertrouz, bed an trouz,
Deuit ganin kaezhig, betek gouezlec'h Touareg, Selaou, hor c'halon toss gwadek! Kan ur vran, harzhadeg ur c'hi, Ur c'hwenan, glaz ar glizi, C'hwezh foenn prad, trouz ar c'hirri Hag un tenn war ur gwennili. en ehan e-kreiz ker, Kavout ur c'horn gant sioulder, Chom mut e-pad an deiz, Nag ha drouz 'vit ur Gwener.