En ur gêr bennak, e-kreizh ar straed, Lec'h red an dud, n'ouzon ket perak, Ar paotr Lannig e-unan penn, Nec'het, mut, lent un tammig Kollet gantañ blaz e zouar Beuzet 'touezh c'hwezh ar c'holtar "ne welan ket traezh amañ, E-touezh ar betoñs 'man amañ! " 'vel ur bramm ponner kreizh an avel, Tonioù, kanaouennoù, kreizh ar gouel, Ur c'hlan, ur meuriad o riboulat, Eus China, Breiz pe Afrika ha dao da Lannig da ganañ ganto, Taboulinan, seniñ , 'maint atav bev "Ur banne deomp-ni, raio ket 'boan,
Gant un dorzh bara, ur begad amann!" Klask a ran Straed an Amann, Kaer 'me eus gounit ma foan, Klask a ran Straed an Amann, Kaer 'm eus, ne ran ket van! Ranndigoù goudorus 'kreizh an tourioù, Ken sioul hag a zi en o menezioù Dre bouezh-mouezhioù ponner, kan bro, kan giz Ken tomm traoù etrezo, dre yezhoù iskiz Blaz an amann a zeu en-dro D'ar paotr ar soñj gwellañ eus e vro, "War n hent mat emaon amañ", setu Yannig en e vleud bremañ.