Skrivet 'm eus diwar klevet,
buhez kiger Sant Wazeg
a gustume lemmañ kontilli
war moger e di.
Troc'han rae kaoz d'ar re glouk,
ha c'hoant toullañ o gouzog,
Troc'hañ blev,gant laou ha preñv
D'e banker daonet , 'm eus aon,
Blev!
Ur guchenn gwenneien faot dezhan gounit
Gant marc'had blev ha kig,
Ribouler ar paotr d'an dibenn sizun
Erru diskuizh war e-du
Krak ha berr, fraes ha sklaer,
Atav e zorn d'e vrec'h
Gant nav mignoned, c'hoarzh ha peoc'h,
Ur zailh dour 'tre nav vuoc'h,
nav!
Ur pennad kaoz e doa toullet
gant ur c'hazetener brudet
Ha staget ganto war ar baper
e vuhez ken kreñv beniget.
Deus pep korn ar bed a teue dillo,
Sikour, skoazell, alato!
Da damalliñ e banker daonet
Yo, bremañ 'ma barnet!
Yo!