Distroet on, en ur neizh, 'tal ar roc'h.
Distroet on, hervezh ar barzh Thomas, e vered an imor,
Gwall bell c'hoaz, tregont bloaz zo, 'm boa losket ar plas,
'M boa lavaret tad ha mamm ar gerioù mañ:
Ken a vezo, ken a vezo, ken a vezo, kenatchao!
C'hoant 'm boa da zibradañ ar bed mañ, hag ar bed all,
Kaout ur vag arc'hant, alaouriñ al loar, ha kement all,
E pleg-mor Kraonv, 'vit ar vatimant, me an dornetan,
E lavaren d'an terc'hourien, ar gerioù mañ:
An holl listri-spluj, 'm eus livet gant va zaouarn,
'Vel ma vije bet va lestr kaer, ur mell lestr-ouarn,
Neus droug 'bet gant ur fri nukleel, ken yarc'h emaon,
Bez dinec'h, hent-all 'vo laret din gerioù mañ:
aet e oan faezh, skuizh marv, ar c'hrank a rede,
Arabat klemm, hol labour eo, an holl lavare,
Tapet out tadig, te eo al lanfre, ur paotr da guzhat
'N doa lavaret din merc'h ha mab, komzoù diwezan:
Adc'hanin amañ, daoust hag e c'hellin,
Barzh un neizh rewinet, ar skoss teuio din,
M'am ije bet kredet, an droug nukleel kostez Kraonv,
'M bije ket drailhet tad ha mamm, ar gerioù mañ:
Ken a vezho, ken a vezho, ken a vezho, kenatchao