Serret tavarn an Tarv Du,
Da werzhañ an ti,
‘Blam ma oa trouzioù
Gant kement hini ...
Pegeit e pado?
Kas lizher klemm da San Erwan
Ne dalv ket kalz a boan,
Piv bremañ a preno bara ?
Piv ch*mo ba' vro da garout
Greomp ‘giz ma c'hellomp
Savomp hor penn, ha … Koroll gouez!
Skediñ ‘ra al loar, memestra
Bepred e strink ar stivell eno!!
Na freuz, na reuz, greomp ‘giz ‘c'hellomp
Ha skeiñ, skeiñ , skeiñ
Koroll gouez
An aergelc'h-se tro dro deomp
‘Baoe keit amzer, hor glad deomp
Ehan d'an diegi, koroll gouezh o kregiñ
Na freuz na reuz, greomp ‘giz ma c'hellomp
Vefe ket gwall denn: d'en ‘m sevel, ha
Koroll gouez !