Hei ta Pagan ha da diegez
me roio deoc'h vit ho karantez
Ur c'hleze houarn Gant un dornell ler
Da droc'hañ berr gevier
Tresset 'vo deoc'h brageier & brozh
Saeoù deus ar c'hentan Evit an deiz evit an noz
Ur gwiskamant kaer danvez flour hag uhel
Deoc'h paotr & dimezell
Houarn ha ler
Danvezoù gwall-gaer
Kran e vint adarre
An amzer vo brav en dro
Beuzet vo ar gaou
D'ar roue hag e lezioù
Tener
'skuilho ket mui ho poan
Skaran raio Buan
An dir war ho zremm kann.
Dilhadoù ler splann
Diwar poant da zivrec'h