1. War-lerc'h un nozvezh hir O riboulat en un toull-noz E kreiz koadoù Penn al Lann E oan degemeret E-bourzh ur vag mintin abred Tan tan ha tan ha dir Edo ar vran war ar roz Ar banniel kañv e Kammlann Al lien ur wech savet An avel a-dreñv 'oa kresket 2. Hag ar vag a rikle War an houlenn War-zu an donvor Tremenet hebioù Kallod Kanol ar c'harv An dud beuzet a yude An tan war o fenn Drailhet gant ar mor Degouezhet Baz war-wel Dor ar mor digor 3. Nebeut amzer goude Edomp o treuziñ ar railh En dañjer evit hor buhez Sed batimantoù bras Karget-mik a varc'hadourezh Evel ramzed war an tarzh O arat hag o trailhañ Laeron-vor – Lanv du Sed treuzet didrabas Linenn euzhus al listri kaezh 4.
Hag ar vag a rikle War an houlenn Diskouez a reas imor Berniañ a rae ar c'houmoul Kroget tan ha luc'hed Efflam, Pol ha Berc'hed A richete O resteurel boued d'ar mor Malo ha me en hor sav A bep eil ouzh ar baol 5. Sioul en dro an houlenn Brendan a laras an oferenn War-kein glaz ur valum Edo Kerne war-wel Floderien lambig tro-dro deomp Ur vargedenn war astenn Tridal a rae beg ar wern Er mor pistri – Binim Ur stok ouzh ur garreg Ruilhañ a rae frank an dour e-barzh 6. Hag ar vag a sanke O! Penn da benn Neuial 'oa dav ober Gleb-teil war an tevenn Bet omp bet daspugnet Rastellet evel loened Berniet en un toull-bac'h Sed pulluc'het An hunvreoù kaer Arzur en Avallac'h 'zo chomet kousket