Ganet em eus seizh mab dispar Ganto siwazh 'm eus 'met glac'har Ganto siwazh 'm eus 'met mizer Gwelet anezho leuriañ er gêr Gwelet anezho leuriañ en ti Hed ar sizhun da vakañsiñ Gwelet 'nezho gant an RMI 'Gavont neblec'h da labouriñ 'Gavont neblec'h da labourat Daoust dezho bout diplomet mat Daoust dezho holl bout diplomet Met ar Benoni n'eo ket Met ar Benoni n'eo ket Gantañ avat n'on ket nec'het ! Lezirek eo ha merc'hetaer
Hag ouzhpenn-se eo 'tamm laer Hag ouzhpenn-se eo 'tamm treitour Er politik 'kavo labour Er politik 'kavo labour 'Vevo en arc'hant hag en aour 'Vit 'r pennoù vras 'barzh ar vro-mañ An enkadenn ne cheñch netra Ne cheñch netra an enkadenn 'Vijent re ruz o pe re wenn 'Vijent re ruz o pe re wenn 'N em glevont mat war ar chupenn 'Vijent re wenn o pe re ruz Memes chakod eus a bep tu Memes chakod don ha ledan Da laerezh ar re vihan